Degemer mat da from Breizh

E Breizh e vez fardet estreget karamelennoù lipous gant amann sall pe krampouezh saourus gant hor mailhed.

Abaoe meur a gantved, war an tamm douar-mañ hag a zo troet war-zu an Amerikaoù, n’hon eus ket paouezet da ijinañ traoù nevez, troet bepred war-zu lec’hioù all.

From Breizh en deus c’hoant da ziskouez deoc’h ijinusted ur Vreizh itrik ganti ma vez savet raktresoù hardizh hag embregadennoù estonus, ma’z eus embregerezhioù kaer o tiorren hag o deus an hardizhegezh da vont war-zu tachennoù difurch.
Merc’hed ha paotred a grou, a empenn ha/pe a brodu traoù er vro-mañ. Awenet e vezont gant hor sevenadur ouzhpenn mil bloaz, ha gant hon endro evit mont war-raok, evit degas traoù nevez dezhi, evit lakaat hor chemet war-wel ha krouiñ implijoù enni. An holl verkoù dibabet gant from Breizh zo bet krouet ha/pe diorroet e Breizh. 100 % fardet e Breizh ? Diaes eo d’an embregerien fardañ traoù 100% e Breizh. Anv zo da lakaat war-wel an embregerien a ro o ger da broduiñ diouzh ar gwellañ en hor bro evit ma vo krouet implijoù padus e Breizh.